Brezel etre Polonia hag Ukraina a voe eus eus ar 1añ a viz Du 1918 betek an 18 a viz Gouhere 1919. Brezel a voe etre Eil Republik Polonia ha nerzhioù lu Ukraina (Republik Poblel Kornôg Ukrania kement ha Republik Poblel Ukrania). Ar brezel a oa unan gouennel, sevenadurel ha politikel gant tud a orin poloniat hag ukrainat o vevañ a bep tu er broioù nevez savet goude fin Impalaeriezh Rusia hag Impalaeriezh Aostria. Kroget e oa ar brezel e reter Galitsia pa oa bet roet lamm da Aostria-Hungaria. Goude-se e oa en em ledet war Chełm ha Volhynia (Wołyń) hag a oa bet en Impaleriezh rusian, hag a oa bet aloubet gant an div stad: ar Stad ukrainat (ur stad vargodenn eus an Impalaeriezh alaman) ha gant Republik Pobl Ukraina. Polonia a oa deuet a-benn da adpakañ an douaroù d'an 18 a viz Gouhere 1919.
10 000 Poloniad a oa marvet ha 15 000 Ukrainad.