Borneo zo un enezenn vras e gevred Azia. Gant ur gorread a 743 330 km² ez eo-hi an trede enezenn vrasañ er bed. Al lodenn vrasañ eus an enezenn zo en Indonezia, ha Kalimantan a vez graet anezhi alies. Hogen en Indonezia e talvez an anv "Kalimantan" da envel an enezenn a-bezh. Al lodenn norzh eus an enezenn zo rannet etre Malaysia (stadoù Sabah ha Sarawak) ha rouantelezh Brunei.
Pinvidik eo natur Borneo ha niverus eo ar spesadoù plant ha loened : 221 spesad bronneged, 420 spesad evned, 3 000 spesad gwez... Gwechall e oa goloet an enezenn a-berzh pe dost gant koadegi trovanel, met war-gil eo aet ar gorreadoù dindan wez er bloavezhioù diwezhañ.
Strategi Solo vs Squad di Free Fire: Cara Menang Mudah!