Beatrice Regina della Scala, a vez graet pe Beatrice pe Regina anezhi hepken alies, ganet e 1333 e Verona, marvet e 1384 e Sant'Angelo Lodigiano, a oa ur briñsez italian.
Bevañ a reas Beatrice er palez San Giovanni in Conca, e Milano, gant ur pried a reas dezhi pemzek bugel en ur ober 25 bloaz.
E miz Here 1354 e varvas Giovanni Visconti, ha setu an tri niz, Matteo, Galeazzo, ha Bernabò, deuet da vout kenaotrouien Milano. Eus tri fenn ar gouarnamant avat e varvas unan, Matteo, e Gwengolo 1355, ma ne chomasnemet daou. E miz Eost 1378 e varvas unan all, Galeazzo, ma ne chomas nemet unan ken, ha setu Bernabò e-unan o ren.
Regina n'he devoa ket nemeur a levezon war vuhez kevredigezhel ha politikel Milano. Koulskoude, e miz Kerdu 1369, e kredas Bernabò fiziout enni gouarnamantoù korn-bro Lunigiana ha kêr Pisa, nevez kemeret gantañ.
En Mezheven 1370 edo gant Bernabò da goulz seziz Reggio Emilia, a oa dalc'het neuze Feltrino Gonzaga[1]. A-benn ar fin e voe kemeret kêr, graet marc'had ha paeet un dic'haou, ha fiziet gouarn kêr gant Bernabò en he fried Beatrice[2].
Beatrice, pawelas edo Bartolomeo II, bastard da Cansignorio, o ren war-lerc'h he breudeur, a c'houlennas lakaat he gwirioù hêrezh da dalvezout hag a lakaas seziz, en Ebrel 1378, war kêr Verona gant armeoù John Hawkwood ha Lucio Lando, condottiere e servij Barnabé. Pa voent trec'het ez eas gant he mab Marco da arsailhat kêr en miz Du 1378. En C'hwevrer 1379 e tilezas he gwirioù goude roetdezhi 440 000 florin hag ul leve bloaz a 2 000 florin.
Caterina (1360-1404) a zimezas en 1380 d'he c'henderv Gian Galeazzo Visconti a renas war-lerc'h Bernabò, hag a voe rejantez he mab Gian Maria Visconti eus 1402 da 1404, hag a varvas gant ar c'hontamm
↑En 1371 e voe prosez e kêr Reggio Emilia ouzh Gabrina degli Albeti, dre ma oa brudet da vezañ sorserez: hennezh eo ar c'hoshañ prosez sorserezh en Italia ha dihelloù ar prosez zo bet miret. Diwar neuzee teuas an an anv-badez Gabrina da dalvezout kement ha sorserez e skridoù Ludovico Ariosto, Straparola ha skrivagnerien all.
Strategi Solo vs Squad di Free Fire: Cara Menang Mudah!