Auguste Charlotte von Kielmannsegge

Auguste Charlotte von Kielmannsegge, poltredet gantJosef Maria Grassi, 1800

Auguste Charlotte von Kielmannsegge ( 1777 - 1863 Dresden) a oa ur gontez alaman hag ur spierez implijet gant Napoleone Buonaparte.

Auguste Charlotte, kontez Kielmannsegge, a oa ganet d'an 18 a viz mae 1777 e kastell Hermsdorf e-kichen kêr Dresden, kêrbenn priñselezh Sachsen (a zeuas da vout Rouantelezh Sachsen adalek 1806), ha marvet d'ar 26 a viz Ebrel 1863 e Plauen e-kichen Dresden ivez. Eus un tiegezh uhel e oa, tomm ouzh Bro-C'hall. Dugez Courlande a ginnigas anezhi d'an impalaer gall hag adal 1809 e spias evitañ.

He zad, Peter August von Schönberg, a oa marichal ar palez e lez Dilenner Sachsen. Emzivadez da zek vloaz, savet e voe gant he mamm-gozh hag ur c'houarnerez kozh, a stummas he zemz-spered aotrounius ha kalet.

Strategi Solo vs Squad di Free Fire: Cara Menang Mudah!