Armel Calvé

Armel Calvé, ganet e Pariz d'an 3 a viz Mae 1924 hag aet da Anaon e Kemper, d'an 28 a viz Genver 2009, a oa ur poliser hag un emsaver en doa sikouret da sevel unan eus ar brasañ kevredigezhioù sevenadurel evit Brezhoned Pariz, ar c'helc'h keltiek Dugelezh Breizh. Paotr an Elle e oa e anv-drouiz hag e anv-pluenn.

Buhez

Eus Bro ar Faoued hag hini Kemperle e oa e dud, met tremen a reas e vuhez e Pariz, evel poliser adalek 1945 hag aet da benn-ofiser polis pa 'z eas war e leve e 1978. Dimeziñ a reas gant ur vaouez eus ar Faoued, Marcelle Le Mestre. Dont a reas da chom da Vreizh, en e diez e Gwiskri hag e Kemper hag e tremenas kalz eus e amzer evit enklaskoù war Goursez Breizh ha war istor ar Vrezhoned o chom e Pariz.

Obererezhioù kevredigezhel e Rannvro Pariz

E 1961 e krouas "Kenseurtiz Brezhoned Les Lilas hag tro war dro" (Amicale des Bretons des Lilas et environs)[1] gant an doktor Peron ha Yann Kerlann hag eñ ar prezidant bloavezhioù-pad. Ezel e voe ar gevarzhe eus Unaniezh Brezhoned Pariz hag eñ eilprezidant anezhañ, pa oa ar c'helc'h keltiek ezel eus Kendalc'h.
Ur spered emsaver politikel a voe gantañ pa nac'has ober enklaskoù polis e-keñver Talbenn Dieubidigezh Breizh[2].

Arroudenn

O klask termeniñ petra eo Brezhoned Paris : « En desped da soñjoù boutin eo anat ne c'heller ket liammañ orin resis an den ouzh lec'h e c'hanedigezh, met, en un doare simploc'h, ouzh genoù e ziagentidi hag an desavadur anezhañ, gant ur ster ledan. [3].

Embannadennoù

Levrlennadur

Notennoù ha daveennoù

  1. Krouet ar gevarzhe e Gouere hag ar c'helc'h keltiek Dugelez Breiz tri miz goude
  2. S. O. ar mortuaj embannet gant Bernez an Nail.
  3. Histoire des Bretons à Paris, p. 15-16 : « Il tombe, en effet, sous le sens que, malgré certaines idées reçues, les critères retenus pour déterminer une origine précise, n’ont rien à voir avec le lieu de naissance, mais plus simplement avec les gènes des ascendants et l’éducation ultérieure prodiguée, au sens large du terme ».

Strategi Solo vs Squad di Free Fire: Cara Menang Mudah!