Ar Roue Glesker, pe Ar roue Glesker pe Herri houarn (Der Froschkönig oder der eiserne Heinrich en alamaneg), eo ar gontadenn gentañ a gaver e dastumad ar vreudeur Grimm.
Doareoù brezhonek
Embannet eo bet e brezhoneg gant an Here, e 1997, el levr Marvailhoù Grimm, troet gant Herve Seubil gKernaodour, gant an titl Ar roue-glesker pe Herri-houarn.
Ur briñsez re voumounet a deu da vout kamaradez d'ur glesker hag a dro e priñs yaouank koant.
E doareoù nevesañ ar gontadenn e rank ar briñsez pokat d'ar glesker evit ma troio e priñs, met e doare Grimm eo pa sko al loen gant heug ouzh ur voger eo e tro en priñs[1]. E doareoù all, ha koshoc'h, e oa trawalc'h d'ar glesker tremen an noz war blueg ar briñsez.
Taol feuls ar briñsez pa sko ar glesker ouzh ar voger zo un darvoud boutin a-walc'h da derriñ gwallblanedenn ar paourkaezh priñs. E danevelloù all e kinniger troc'hañ penn al loen[3].