Andrew Niccol, ganet d'an 10 a viz Even 1964, zo ur filmaozer, senarioiour ha produer eus Zeland-Nevez. Skrivet ha filmaozet en deus Gattaca (1997), Simone (2002), Lord of War (2005), In Time (2011), The Host (2013), ha Good Kill (2014). Skrivet en deus senario The Truman Show (ha kenbroduet ivez), ar pezh en doa lakaet anezhañ da gaout e anv lakaet evit un Academy Award for Best Original Screenplay hag enoret eo bet gant ur BAFTA Award er memes rummad. E zoare da filmañ ar skiant-faltazi a zo unan hag a glask studiañ ar bed sokial, sevenadurel ha politikel hag ar c'hudennoù a savo en dazont. Bedoù faltazi gwiriek, drevezadennoù a zo temoù a adkaver alies en e oberennoù.
E film Good Kill a oa bet choazet evit kenstrivañ da dapout ur Golden Lion en 71vet Festival filmoù etrebroadel Venezia.