Alea jacta est (Taolet eo an diñs !) zo ur bomm latin a vije bet lavaret gant Caius Julius Caesar e 49 kent JK pa dreuzas ar stêr Rubikon, un harz hag a oa difennet outañ, da vont da Roma da gemer ar galloud. Hervez an istorourien Ploutarc'hos, Suetonius, hag Appianus e voent distaget e gregach d'an 12 a viz Genver49 kent JK : « Ἀνεῤῥίφθω κύϐος. » (Anerrhíphtô kýbos).
Ster
Evezhiadennoù war ar yezh
War-dro 1950 e voe graet an evezhiadennoù-mañ[1],[2],[3]:
e gregach e vije bet komzoù Caesar, ha n'eo ket e latin;
gant Suetonius e voe troet fall gant alea jecta est, rak n'eo ket « taolet eo an diñs » ster ar frazenn e gregach met « an diñs ra vo taolet ».
Da neuze n'eu nemet un droidigezh vat: « jacta alea esto».
Notennoù
↑E. Bickel, Iacta alea est, en Paideia, 7, pp. 269-273, 1952
↑M. Markovic, Was hat Caesar bei Rubico eigentlich gesagt ?, en Z. Ant., 2, pp. 53-64, 1952
↑H. Glaesener, Un mot historique de César, en Ant. Cl., 22, pp. 103-105, 1953
Strategi Solo vs Squad di Free Fire: Cara Menang Mudah!