Ar rouantelezhioù brezhon er Vvet ha VIvet kantved er vro a zeuy da vout Kembre. Evel-just ne oa ket eus an harzoù etre Kembre ha Bro-Saoz, div vro ha ne oa ket anezho d'an ampoent.
Krouet e voe e dibenn ar Vvet kantved pa voe rannet Gwynedd, e rouantelezh, gant ar roue Cunedda etre e vibien.
Gant e vab Afloeg ap Cunedda ez eas ar c'hornad-se hag anvet e voe diwar anv an aotrou. Se zo kaoz e seblant reishoc'h ar stumm Aflogion, goude ma veze skrivet Cafflogion er Grennamzer. Un isrouantelezh e oa, sujet da rouantelezh Gwynedd. Divarrek e voe e ziskennidi da virout o galloud, avat.