Etre 1702 ha 1736 e voe savet ar savadur a weler bremañ. Kinklet eo iliz ha levraoueg an abati gant freskennoù kaer livet d’ar mare-se.
Dre ma oa brudet-bras abati Melk eo deuet a-benn da badout betek an deiz a hiziv hep gouzañv re diwar an trubuilhoù diwasket gant abatioù all en Aostria da vare Brezelioù Napoleon pe da vare an Anschluss (stagidigezh Aostria ouzh Alamagn da vare an Nazied).