Ab urbe condita zo ur frazenn latin a dalvez "Adalek diazezidigezh kêr".
Implijet e veze gant un nebeud istorourion roman evit kontañ ar bloavezhioù. Kalz aliesoc'h eget ar Romaned en-eeun e ra an istorourien ganti. An doare ordinal da ziskouez ar bloavezhioù e veze reiñ anv an daou gonsul e karg. Hervez an hengoun e oa bet diazezet kêr Roma e 753 kent J-K.
Evit treiñ ur bloaz eus an deiziadur gregorian (hon hini) en ur bloaz eus an deiziadur roman e ranker ouzhpennañ an niver 753. Da skouer emgann Ballon a c'hoarverzas er bloaz 845 hervez an deiziadur gregorian hag er bloaz (845 + 753 =) 1598 hervez an deiziadur roman.
Strategi Solo vs Squad di Free Fire: Cara Menang Mudah!