5,7 × 28 mm
|
Kartouchennoù 5,7 × 28 mm
|
Doare
|
Doare korf an douilhez
|
kreuzenn
|
Doare skeiñ
|
e-kreiz
|
Bro orin
|
Belgia
|
Produer
|
FN Herstal
|
Muzulioù
|
Ø bannadell
|
5,70 mm
|
Ø trogleuziñ
|
5,53 mm
|
Ø kolier
|
6,38 mm
|
Ø skoaz
|
7,95 mm
|
Ø korf an douilhez
|
7,95 mm
|
Ø strad
|
7,80 mm
|
Tevder ar strad
|
1,14 mm
|
Hirder an douilhez
|
28,90 mm
|
Hirder ar gartouchenn
|
40,50 mm
|
Perzhioù all
|
Pouez ar vannadell
|
1,5 da 2,6 g
|
Tizh mont e-maez V0
|
716 da 933 m/s
|
Gwask ar gazoù d'ar muiañ
|
4.450 bar
|
Energiezh ar vannadell
|
515 da 789 J
|
Lezenn
|
Rummad e Bro-C'hall
|
B
|
Ar 5,7 × 28 mm zo ur munision ijinet er bloavezhioù 1990[1] gant an embregerezh belgiat FN Herstal evit an armoù-dorn. Implijet e veze da gentañ er pistolennoù Five-SeveN hag er pistolennoù-mindrailher FN P90. Deuet eo da vezañ unan eus kalibroù standart AFNA[2].
Hervez o froduer eo uheloc'h o galloud-herzel evit kartouchennoù 9 mm Parabellum, ha gouest int da dreuziñ tokarnioù pe jiletennoù enepboledoù an arme betek 200 metr. Koulskoude e kollont ar braz eus o galloud goude 200 metr ha n'int ket gouest da dreuziñ ouzhpenn 40 cm jelatin, ar pezh a zo mat evit an nerzhioù polis pe surentez o deus ezhomm da gaout munisionoù gante nebeutoc'h a riskloù da vont pelloc'h evit o sibl.[2]
Daveennoù
- ↑ (en) FORKER Bob, The 5.7x28FN e Guns&Ammo, 28/05/2008 (diellet)
- ↑ 2,0 ha2,1 (en) 5.7x28mm NATO cartridges war lec'hienn an FN Herstal (lennet d'an 30/06/2024)