.44-40 Winchester
|
Ur gartouchenn .44-40 Winchester (a-gleiz)
|
Doare
|
Kalibr
|
.44
|
Bro orin
|
Stadoù-Unanet Amerika
|
Mare implij
|
Abaoe 1873
|
Doare douilhez
|
bourled
|
Doare skeiñ
|
e-kreiz
|
Muzulioù
|
Ø bannadell
|
10,8 mm
|
Ø kolier
|
11,3 mm
|
Ø skoaz
|
11,6 mm
|
Ø korf an douilhez
|
12 mm
|
Ø strad
|
13,3 mm
|
Tevder ar strad
|
1,7 mm
|
Hirder an douilhez
|
33,1 mm
|
Hirder ar gartouchenn
|
40,4 mm
|
Perzhioù all
|
Pouez ar vannadell
|
Etre 13 ha 15 g
|
Tizh o vont e-maez V0
|
Etre 300 ha 379 m/s
|
Energiezh ar vannadell
|
Etre 680 ha 933 J
|
Lezenn
|
Rummad e Bro-C'hall
|
C
|
Ar .44-40 Winchester, anvet ivez .44 Winchester, .44 WCF (Winchester Center Fire) pe .44 Largo er broioù spagnolek, zo ur munision armoù-tan hiniennel krouet ha gwerzhet adalek 1873 gant an embregerezh stadunanat Winchester evit ar garabinenn Winchester Model 1873. Dont a ra e anv eus e galibr (.44 meutad) ha deus ar gargad poultr du a oa ennañ (40 greunenn). Anvet e voe .44-40 pa grogas an embregerezh Union Metallic Cartridge Co. da broduiñ e stummoù dezhañ e-unan.
Implij
Poblek e teuas da vezañ e fin an XIXvet kantved. Armoù kambret evit ar gartouchenn-mañ a voe kinniget gant embregerezhioù all, evel ar revolverioù Colt Frontier 6-Shooter (un adstumm d'ar Single Action Army) hag ar Smith & Wesson Model 3. En hanterenn gentañ an XXvet kantved ez eas diwar-c'hiz. Kemeret e voe e blas e kalz armoù gant ar munisionoù .30-06 Springfield da skouer. Ur munision ral eo hiziv-an-deiz hag a vez implijet gant dastumerien armoù kozh dreist-holl.
Daveennoù