Édouard Charles Philippe (ganet d'an 28 a viz Du1970 e Rouan, Normandi) zo ur c'hargad stad uhel hag ur politikour gall. Bez eo an 22vet kentañ ministr eus ar Vvet Republik, anvet er post-se d'ar 15 a viz Mae 2017 gant Emmanuel Macron, deuet da vezañ prezidant nevez Bro-C'hall an deiz a-raok. Chomet eo kentan ministr betek an 3 a viz Gouere 2020.
Édouard Philippe a zo ganet e Rouen. Mab eo da gelennerien galleg, ur c'hoar en deus, hag a zo kelennerez war ar galleg. Gwrizioù micherel ar familh a zo reoù doker, an tad-kozh, an tad-kuñv a rae ar vicher-se. An tad-kuñv a oa bet unan eus kentañ izili ar Parti Communiste Français en Havr-Nevez. Ul lod kendirvi da Edouard Philippe a ra c'hoazh ar vicher doker.
Ur wech echuet gant an ENA e 1997 ez a Édouard Philippe d'ar C'huzul-Stad. Arbennigour eo war gwir ar marc'hadoù publik.
Politikerezh
Deroù
E-pad e studioù e Sciences Po, stourm a ra daou vloavezh er Parti socialiste da harpañ Michel Rocard. Goude-se e ro e zilez evit mont etrezek an tu dehoù.
Strategi Solo vs Squad di Free Fire: Cara Menang Mudah!